Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.
Sant Lucas 1:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar‐vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned abalamour m’en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù, |
Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.
Hag o sevel he mouez, e criaz: Te a zo benniget etouez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov.
Hag eürus an hini he deuz credet; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a‐berz an Aotrou.
Pa oa o lavaret an traou‐ze, eur plac’h euz a‐greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan: Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou‐vron ho deuz da vaget!