Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.
Sant Ian 8:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi a ra oberou ho tad. Rag‐se e leverjont dezhan: Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N’omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo. |
Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.
An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.
n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan? Abalamour ma oa fall he oberou he‐unan, ha mad re he vreur.