Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!
Sant Ian 8:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz c’hoas dezhe: Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an. |
Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!
Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;
Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a.
Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.
Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont.
Petra a zinifi ar gomz‐man, hen deuz lavaret: Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont?
Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.