Sant Ian 6:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk; mes petra eo an dra‐ze evit kement a dud? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud? |
Ha na gomprenit‐hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz‐hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet?
Hag e lavaraz dezhe: Ped bara hoc’h euz‐hu? It ha gwelet. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont: Pemp bara ha daou besk.
Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa‐hu dastumet? Int a lavaraz dezhan: Daouzec.
Mes hen a lavaraz dezhe: Roit boued dezhe hoc’h‐unan. Hag int a respontaz: N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl‐man;
Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet.
Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient.
Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.
Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.
Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.