Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl.
Sant Ian 6:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d’an diskibien, hag an diskibien d’ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho. |
Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl.
Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe.
(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);
Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk; mes petra eo an dra‐ze evit kement a dud?
Goude beza lavaret kement‐se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri.
An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.
Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue.