Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched.
Sant Ian 5:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar c’hlanvour a respontaz dezhan: Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour; hag e‐pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne’m eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m’emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. |
Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched.
Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour.
Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.
Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan: Ha te a fell d’id beza pareet?
Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hep‐ken a receo ar priz? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz.