Sant Ian 5:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan: Ha te a fell d’id beza pareet? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc’h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac’haet? |
Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.
Ar c’hlanvour a respontaz dezhan: Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour; hag e‐pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in.
N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.
Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.