Sant Ian 4:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he‐unan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag un niver kalz brasoc’h a gredas abalamour d’e gomz. |
Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe; hag e choumaz eno daou devez.
Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.
Ar spered eo a ro buez; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez.
Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.
O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur.
Mes, pa ho doe credet da Philip, pehini a brezege ar c’helou mad euz ar pez a zell rouantelez Doue hag hano Jesus‐Christ, e oent badezet, goazed ha merc’hed.
Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.
N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.