ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.
Sant Ian 4:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. |
ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.
Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe: Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ?
Pilat a lavaraz dezhe: Petra a rin‐me eta euz a Jesus a c’halver Christ? Holl e leverjont dezhan: Ra vezo crucifiet.
Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?
Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear‐ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni‐man: Hennes hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great.
Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.