ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem.
Sant Ian 4:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi a ador ar pez na anavezit ket; ni a ador ar pez a anavezomp; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien. |
ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem.
Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet: d’an doue dizanaf. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h.
Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans‐ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa;
Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.
n’ed a ket da denna gloard’id da‐unan divar goust ar brancou; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud.
Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu‐ze, evit ar pez a zell ar velegiach.