Sant Ian 4:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, cred ac’hanoun; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez‐man, nag en Jerusalem. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. |
o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;
Kweza a raint dindan lem ar c’hleze, hag e vezint kasset en captivite e‐touez an holl nationou; ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar Jentiled, ken a vezo peurleuniet amzeriou ar Jentiled.
Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.
Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou‐benag ho lakai d’ar maro.
Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va‐unan; mes n’emoun ket va‐unan, rag an Tad a zo ganen.
Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien‐ze.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo.
Na vezit ket souezet euz a gement‐se; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz;
Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread‐se, a zistrujo al leac’h‐man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises.
Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican;
Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e‐pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar‐man;
Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.