Sant Ian 4:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, ro d’in euz an dour‐ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. |
Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet.
Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.
rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou.
Rag ar re a vev hervez ar c’hig, a laka ho c’harantez en traou ar c’hig; mes a re a vev hervez ar Spered, a gar an traou euz ar Spered.
Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna.
Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall‐ioulou.
Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.