Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
Sant Ian 3:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit na berisso ket piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus. |
Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.
Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano,
An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.
Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.
Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.
An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.
Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.
Hou‐man eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel.
Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug‐livet gant ar spount; rag mond a ran da ober eun œuvr en hoc’h amzer, eun œuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.
Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet?
evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus‐Christ hon Aotrou.
Rag predication ar groaz a zo follentez evit ar re a ia da goll; mes evidomp‐ni pere a zo salvet, ez eo ar galloud a Zoue.
o c’houzout penaos an den n’eo ket justifiet dre oberou al lezen, mes dre ar feiz en Jesus‐Christ, hon euz hon‐unan credet en Jesus‐Christ, evit gallout beza justifiet dre ar feiz er C’hrist, ha nann dre oberou al lezen, rag den e‐bed na vezo justifiet dre oberou al lezen.
Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.
Evidomp‐ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.
Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.
Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.
Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.