Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji.
Sant Ian 21:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhe: Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan: Piou oud‐de? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou. |
Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji.
Mes na gomprenent ket ar gomz‐ze; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren; ha ne gredent ket hen interroji var gement‐se.
Jesus eta, o c’houzoud ho doa c’hoant d’hen interroji, a lavaraz dezhe: Goulen a rit an eil digant egile petra eo ar pez em euz lavaret: Abarz eun neubeud amzer n’am gwelot mui; ha c’hoas, eun neubeud amzer goude, am gwelot adare.
Simon Per a bignaz a‐nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra‐benag ma oa kement‐se, na doraz ket ar roued.
Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun muioc’h eged ar re‐man? Per a respontaz: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va oaned.
Var gement‐se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan: Petra a c’houlennez‐te? pe: Perag e komzez‐te ganthi?
deomp‐ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet a‐douez ar re varo.