Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond.
Sant Ian 20:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza daou‐bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar; mes n’ez eaz ket ebarz. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh. |
Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond.
Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez‐vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.
Koulskoude Mari a choume er meaz, e‐tal ar bez, o wela; hag evel ma wele, e plegaz evit sellet er bez,
Hag e redent ho daou assambles; mes an diskibl all‐ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez.
Mes Simon Per, pehini a zeue var he lerc’h, a erruaz, hag a ieaz er bez, hag a velaz al lienennou a oa var an douar,