Sant Ian 2:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den. |
Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).
Jesus, o velet Nathanael o tond d’hen kavoud, a lavaraz divar he ben: Setu aman eur gwir Israelit, ha n’euz ket a dromplerez enhan.
Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan; hag evit se eo e lavaraz: N’oc’h ket holl net.
Mes Jesus, o c’houzoud enhan he‐unan e vurmure he ziskibien var gement‐se, a lavaraz dezhe: Scandalizet oc’hhu gant an dra‐man?
Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa.