Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:
Sant Ian 2:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d’an douar arc’hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù, |
Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:
Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a‐dre hag e kouezjont d’an douar.
Hag e kavaz en templ ar re a verze coleou, denved ha coulmed, gant ar chenchourien arc’hant a oa azezet eno.
Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed: Kassit an traou‐man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had.
Rag hon armou a‐vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou,