Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:
Sant Ian 2:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. |
Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:
Dond a rejont goude da Jerusalem; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed.
Goude‐ze, o veza eat en templ, e commansaz da gas er meaz ar re a oa eno o verza hag o prena,
Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro‐ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia.
Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.
E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea.