Sant Ian 18:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude m’hen doe lavaret Jesus an traou‐ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude m’en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d’ar froud Kedron, e-lec’h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien. |
Neuze Jesus a ieaz ganthe da eul leac’h hanvet Gethsemane; hag e lavaraz d’he ziskibien: Azezit aman e‐pad ma’z in a‐hont da bedi.
Neuze ez ejont en eul leac’h a c’halvet Gethsemane. Ha Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Azezit aman ken am bezo pedet.
Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.
Hag unan euz a zervicherien ar beleg‐braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan: Ha n’em euz‐me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin?
Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he‐unan, e lavaraz: Ar Spered‐Santel a lavar an dra‐man: An den da behini eo ar gouriz‐man a vezo liammet evel‐hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled.