Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz‐man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun: Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout.
Sant Ian 17:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac’h eus roet din d’ober. |
Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz‐man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun: Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout.
Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.
Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.
Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.
Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.
Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.
Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin‐egr, e lavaraz: Peur‐c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.
Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.
Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.
Jesus a respontaz: N’eo ket ma hen defe he‐man pec’het, nag he dad nag he vam ken neubeud; mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan.
Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.