Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kefot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.
Sant Ian 15:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h. |
Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kefot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.
Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.
N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.
Hag en deiz‐ze na c’houlennot ken netra diganen. E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em hano, hen roio deoc’h.
Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien.
Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h.
Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez‐vad.
Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered.
Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e‐bed d’ho kelen; mes evel ma teu an onctionze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel‐se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan.
Ha petra‐benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan.
Hag ar fizians hon euz enhan eo penaos, mar goulennomp eun dra‐benag hervez he volontez, e selaou ac’hanomp.