Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;
Sant Ian 15:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont. |
Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;
Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.
Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.
Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.
mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien.
Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.
Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.
Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.