mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet.
Sant Ian 15:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra. |
mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he‐unan; mes mar marv, e toug kalz a frouez.
N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.
Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.
Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e‐bed; rag n’euz hano all e‐bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.
evel‐se ni, petra‐benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep‐ken er C’hrist; hag ez omp pep hini ac’hanomp izili an eil d’egile;
Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel;
Evel‐se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a‐douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue.
Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist? Ar bara a doromp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist?
Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra‐benag m’hen deuz kalz a izili; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf‐se, petra‐benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep‐ken, evel‐se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist.
Hogen, an Hini a ro had d’an hader, ha bara dezhan da zibri, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag a lakaio da greski ar frouez euz ho chustis;
Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans;
N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement‐se.
en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;
pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez;
Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant.
en eur dostaad outhan; pehini eo ar mean beo taolet a‐gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius;
Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken! Amen.