Sant Ian 15:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet. |
Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.
ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet?
Bete vreman n’hoc’h euz goulennet netra em hano; goulennit, hag e recevot, evit ma vezo peurleuniet ho choa.
An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.
Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe.
An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.
Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered‐Santel.
Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll; mes bezit leun euz ar Spered;
Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz,
pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar,
Petra‐benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou: mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet.