La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 13:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Na ouzoud ket breman petra a ran; mes gouzoud a ri divezatoc’h.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jezuz a respontas dezhañ: N’ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc’h.

Ver Capítulo



Sant Ian 13:7
11 Referencias Cruzadas  

He ziskibien na gomprenjont ket kement‐se da genta; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou‐man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.


Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.


Dond a reaz eta da Simon Per, hag he‐man a lavaraz dezhan: Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in‐me va zreid!


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.