Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.
Sant Ian 13:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio. |
Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.
Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun.
Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.
Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret; hag e lavaraz:
Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan.
Breman va ene a zo troublet; ha petra a livirinme? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur‐man! mes evit se eo ez oun deuet en heur‐man.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.
Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),
E‐pad ma oa Paol ouz ho gortoz en Athen, e oa kounnaret he galon, o velet ar gear‐ze leun a idolou.
Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.