An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.
Sant Ian 13:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr, nag an abostol brasoc’h eget an hini en deus e gaset. |
An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.
Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.
Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.
Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.
Evel‐se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re‐man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist.
Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou;