Pa’z eo gwir eta David he‐unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan.
Sant Ian 12:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep‐ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv. |
Pa’z eo gwir eta David he‐unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan.
C’houec’h devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan.
An deiz varlerc’h, eur foul braz a dud pere a oa deuet d’ar gouel, o klevet e teue Jesus da Jerusalem,
Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a‐douez ar re varo, a rente testeni dezhan.
Hag o velet eno, assambles ganthe, an den a oa bet pareet, ne gavent netra da lavaret a‐enep.