Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.
Sant Ian 12:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha roet an arc’hant d’ar beorien? Mar lavare an dra‐ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni. |
Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.
ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.
Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved.
an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz: Perag n’eo ket bet gwerzet an eol‐ze tri c’hant diner,
Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan: Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel; pe: Ro eun dra‐benag d’ar beorien.
N’en em dromplit ket; nag an dud libertin, nag an idolatred, nag an avoultrerien, nag ar re en em ro d’al lubricite, nag ar sodomited, nag al laeron, nag ar re avarisius, nag ar mezverien, nag ar gwall‐deodou, nag ar re a chas ganthe ar pez n’eo ket dezhe, na heritint rouantelez Doue.
Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister;
C’houi, er c’hontrol, a ra disprij var ar paour. Ha n’e ket ar re binvidic eo a wask ac’hanoc’h hag ho trein dirag an tribunaliou?