Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset.
Sant Ian 12:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz. |
Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset.
Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.
Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro.
Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl‐ze.
Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog.
Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?
Mes pa velaz ar Judevien ar bobl vrazze, e oent leun a jalouzi, hag ec’h enebent ouz komzou Paol, o tislavaret anezhan hag o kwall‐gomz outhan.