Sant Ian 11:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di! Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di! |
Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur.
Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur.
Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel‐se ez eaz kuit.
Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.