evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.
Sant Ian 11:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, n’e ket anezhan he‐unan e lavaraz kement‐man, mes o veza beleg‐braz er bloaz‐ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad, |
evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.
evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved.
Mes unan anezhe, Caïphas, hag a oa beleg‐braz er bloaz‐ze, a lavaraz dezhe: C’houi na gomprenit netra;
hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad‐kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg‐braz er bloaz‐ze.
Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.
Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.
Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp; (rag scrivet eo: Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat);
hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet.
Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;
Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl.