Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.
Sant Ian 11:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont. |
Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.
Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz: Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen;
Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam.
Jesus a lavaraz: Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan: Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze.
Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez‐vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.
Hag o veza daou‐bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar; mes n’ez eaz ket ebarz.
hag al linsel a oa bet var he ben, pehini ne oa ket lakeat assambles gant al linselliou all; mes a oa pleget en eul leac’h a‐gostez.
Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo.
pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.
bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.