Sant Ian 11:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe: Lazar hor mignon a zo kousket; mes me a ia d’hen dihuna. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d’e zihuniñ. |
Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe: Perag e rit‐hu an drouz‐ze, ha perag e welit‐hu? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep‐ken.
Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk.
He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.
An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.
Hag o veza en em lakeat var ha zaoulin, e criaz gant eur vouez krenv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed‐man varnezhe. Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e choumaz kousket.
Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.
Abalamour da ze ez eo bet lavaret: Dihun, te pehini a gousk, ha sav a‐douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.
Hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur: Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue.