Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.
Sant Ian 10:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kalz a gredaz enhan eno. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha kalz a gredas ennañ el lec’h-se. |
Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.
Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog.
E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea.
Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear‐ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni‐man: Hennes hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great.
Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?