hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
Sant Ian 10:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent: Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e‐bed; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he‐man a zo gwir. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz a dud a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n’en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir. |
hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.
Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.
Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.
Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.