Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.
Sant Ian 10:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken. |
Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.
Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet;
Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz.
Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he‐unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez.
Mes na heullint ket eun estranjour; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.
ha n’e ket evit ar bobl hep‐ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.
Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.
Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz e‐touez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano;
rag me a zo ganez, ha den ne lakai he zaouarn varnoud, evit ober droug d’id; rag bez’ em euz eur bobl vraz er gear‐man.
Hag e lavaraz d’in: Doue hon tadou hen deuz da choazet evit ma c’hanavezi he volontez, ha ma veli ar Just, ha ma klevi ar c’homzou euz he c’henou.
Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster‐man, evit na veot ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz.
Mes evidomp‐ni, breudeur muia‐karet gant an Aotrou, ni a dle renta heb ehan grasou da Zoue abalmour deoc’h, dre ma hen deuz Doue choazet ac’hanoc’h adaleg ar penkenta evit ar zilvidigez dre zanctification ar Spered, ha dre ar feiz er wirionez;
Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a‐douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians eternel,
c’houi pere gwechall ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.
Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.
Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.