Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur;
Sant Ian 1:40 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ. |
Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur;
Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.
Hen a lavaraz dezhe: Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz‐ze, rag var‐dro an decved heur e oa.
An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile: Daoust hag unan‐benag hen defe digasset dezhan boued da zebri?
Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.