N’az pez ket a aoun, Paol; red eo d’id mond dirag Cezar; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez.
Filemon 1:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes er memeus amzer prepar d’in eul lojeis, rag esperoud a ran e vezin rentet deoc’h dre ho pedennou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc’h dre ho pedennoù. |
N’az pez ket a aoun, Paol; red eo d’id mond dirag Cezar; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez.
O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus.
ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h.
o veza ive sicouret ganeoc’h‐hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hrasse dre galz a dud, ma vezo ive kalz o renta grasou da Zoue a gement‐se evidomp.
Rag gouzoud a ran penaos kement‐se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus‐Christ,
Hag hoc’h exhorti a ran d’hen ober gant sul‐vui a nerz, evit ma vezin rentet deoc’h kentoc’h a ze.
Gouzoud a rit penaos hor breur Timoteus a zo bet lakeat en liberte; mar teu hep‐dale, e velin ac’hanoc’h assambles ganthan.
Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz.
Petra‐benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou: mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet.