Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman;
Filemon 1:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’hoant em boa d’he zerc’hel assambles ganen, evit ma c’hellje servichoud d’in en da blas em liammou evit an Aviel. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hoant em boa d’e zerc’hel ganin, evit ma servije ac’hanon en da lec’h en ereoù ma’z on evit an Aviel. |
Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman;
Rag‐se, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet,
Hadleeteo d’in kaoud ar zantimant‐se ac’hanoc’h‐hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in.
Rag bet eo tost d’ar maro evit œuvrar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’h‐unan evit renta.
Paol, prizonier Jesus‐Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia‐karet, hag hor c’hen‐labourer;
da bedi, en hano ar garantez, evit va mab Onesimus, em euz engehentet pa oann er chadennou;