Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried.
Apocalyps 4:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eus an tron e teue luc’hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue. |
Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried.
Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe.
Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;
hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou.
Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.
Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.
Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.
Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,