Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;
Apocalyps 3:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne’m eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue. |
Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;
Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.
A‐hend‐all, tostaad a ra ar fin euz an holl draou; dre‐ze bezit fur ha beillit er beden.
Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.
Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz.
Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.
Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.