Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Apocalyps 21:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe; int a vezo he bobl, ha Doue he‐unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue. |
Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan.
Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret: Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl.
ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.
Ra zeuio Doue he‐unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus‐Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h.
mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel; dre‐ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue; rag preparet hen deuz eur gear evithe.
Hogen, setu aman an allians a rin gant ti Israel, goude an deiziou‐ze, eme an Aotrou, lakaad a rin va lezennou en ho sperejou hag ho scriva a rin var ho c’halonou. Me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl;
hag a zo Ministr ar sanctuer hag ar gwir dabernacl, pehini a zo bet savet gant an Aotrou, ha nann gant an den.
Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe.
Hag ar vouez em boa klevet euz an env a gomzaz c’hoas ouzin, hag a lavaraz d’in: Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an eal a zo en he za var ar mor, ha var an douar.
Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare: Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz‐deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon.
Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.
Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe.