En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.
Apocalyps 13:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro; mes ar gouli marvel‐ze a oe pareet, hag ar bed holl souezet, a ieaz var lerc’h al leon. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen. |
En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.
Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe: Gwelet a rit, na c’hounezit netra; setu an holl o vond var he lerc’h.
Ha Simon he‐unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.
Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet.
Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.
Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer.
Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he‐unan eun eizved roue; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll.
Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.
Gwelet a riz ar vaouez‐ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret‐holl.
Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.