hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.
Apocalyps 10:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho. |
hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.
Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.
Hag ar vouez em boa klevet euz an env a gomzaz c’hoas ouzin, hag a lavaraz d’in: Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an eal a zo en he za var ar mor, ha var an douar.
Lavaret a reaz ive d’in: Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr‐man; rag an amzer a zo tost.