Aanlyn Bybel

- Advertensies -

Niveroù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1 Niveradeg an Israeliz

1 An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:

2 Gra an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud,

3 adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re eus Israel hag a c'hell mont d'ar brezel; o niveriñ a reot hervez o strolladoù, te hag Aaron.

4 Hag e vo ganeoc'h un den dre veuriad, pep hini o vezañ penn-bras eus ti e dadoù.

5 Setu anvioù an dud en em zalc'ho ganeoc'h: Evit Ruben, Elizur mab Shedeur,

6 evit Simeon, Shelumiel mab Zurishaddai,

7 evit Juda, Nahashon mab Amminadab,

8 evit Isakar, Netaneel mab Zuar,

9 evit Zabulon, Eliab mab Helon,

10 evit mibien Jozef, evit Efraim, Elishama mab Amihud, evit Manase, Gamaliel mab Pedazur,

11 evit Benjamin, Abidan mab Gideoni,

12 evit Dan, Ahiezer mab Amishaddai,

13 evit Aser, Pagiel mab Okran,

14 evit Gad, Eliasaf mab Deuel,

15 evit Neftali, Ahira mab Enan.

16 Setu aze ar re a voe galvet d'ar vodadenn, priñsed meuriadoù o zadoù, pennoù milieroù Israel.

17 Moizez hag Aaron a gemeras an dud-se, a voe galvet dre o anvioù,

18 hag e tastumjont an holl vodadenn d'an deiz kentañ eus an eil miz; hag e voent rollet hervez o ziegezhioù, dre diez o zadoù, o niveriñ dre benn o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn.

19 Evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, e niveras anezho e gouelec'h Sinai.

20 Mibien Ruben kentañ-ganet Israel, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

21 ar re niveret evel-se eus meuriad Ruben a voe c'hwec'h mil ha daou-ugent pemp kant.

22 Mibien Simeon a voe niveret, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

23 ar re niveret evel-se eus meuriad Simeon a voe nav mil hag hanter-kant tri c'hant.

24 Mibien Gad, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

25 ar re niveret evel-se eus meuriad Gad a voe pemp mil ha daou-ugent c'hwec'h kant hag hanter-kant.

26 Mibien Juda, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

27 ar re niveret evel-se eus meuriad Juda a voe pevarzek mil ha tri-ugent c'hwec'h kant.

28 Mibien Isakar, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

29 ar re niveret evel-se eus meuriad Isakar a voe pevar mil hag hanter-kant pevar c'hant.

30 Mibien Zabulon, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

31 ar re niveret evel-se eus meuriad Zabulon a voe seizh mil hag hanter-kant pevar c'hant.

32 Diwar-benn mibien Jozef, mibien Efraim, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

33 ar re niveret evel-se eus meuriad Efraim a voe daou-ugent mil pemp kant.

34 Mibien Manase, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

35 ar re niveret evel-se eus meuriad Manase a voe daou vil ha tregont daou c'hant.

36 Mibien Benjamin, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

37 ar re niveret evel-se eus meuriad Benjamin a voe pemp mil ha tregont pevar c'hant.

38 Mibien Dan, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

39 ar re niveret evel-se eus meuriad Dan a voe daou vil ha tri-ugent seizh kant.

40 Mibien Aser, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

41 ar re niveret evel-se eus meuriad Aser a voe ur mil ha daou-ugent pemp kant.

42 Mibien Neftali, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

43 ar re niveret evel-se eus meuriad Neftali a voe tri mil hag hanter-kant pevar c'hant.

44 Setu aze an niveradeg, penaos Moizez hag Aaron a niveras ar bobl gant an daouzek den, priñsed Israel, pep den evit ti e dad.

45 Evel-se holl vibien Israel a voe niveret hervez tiez o zadoù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re eus Israel hag a c'helle mont d'ar brezel;

46 an holl re niveret a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.

47 Al Levited, hervez meuriad o zadoù, ne voent ket niveret ganto.

48 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

49 Ne niveri ket meuriad Levi ha ne gonti ket anezho e-touez mibien Israel.

50 Ro d'al Levited karg tabernakl an Testeni gant e holl draoù ha kement a zo dezhañ. Int eo a zougo an tabernakl hag e holl draoù, hag a raio ar servij anezhañ; hag e kampint en-dro d'an tabernakl.

51 Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.

52 Mibien Israel a savo o zeltennoù, pep hini en e gamp ha pep hini e-kichen e vanniel, hervez e strollad.

53 Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.

54 Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Evel-se e rejont.

Volg ons:



Advertensies