Sant Marc 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR I. 1 Commansamant Aviel Jesus‐Christ, Mab Doue. 2 Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id: 3 Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou; grit eün he wenojennou. 4 Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. 5 Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou. 6 Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez. 7 Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou. 8 Evidoun‐me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered‐Santel. 9 En amzer‐ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan. 10 Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm. 11 Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz: Te eo va mab muia‐karet en pehini eman va holl flijadur. 12 Ha rag‐tal ar Spered a gassaz Jesus ebarz an dezert. 13 Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan; hag e oa e‐touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan. 14 Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret: 15 An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel. 16 Hogen, evel ma valee a‐hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant. 17 Neuze Jesus a lavaraz dezhe; Heullit ac’hanoun, ha me ho lako da besketerien tud. 18 Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan. 19 Hag o veza eat ac’hane eun neubeut pelloc’h, e velaz Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, pere a oa o tressa ho rouejou en eur vag. 20 Kerkent e c’halvaz anezhe: hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h. 21 Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. 22 Hag e oant souezet gant he gelennadurez; rag ho diski a rea evel unan hag o oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed. 23 Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz: 24 Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue. 25 Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze. 26 Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz. 27 Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan? 28 Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile. 29 Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre. 30 Hogen, mam‐gaer Simon a oa en he gwele, klanv gant an derzien; ha rag‐tal e komzjont outhan divar he fen. 31 Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe. 32 Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou. 33 Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. 34 Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan. 35 O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno. 36 Ha Simon, hag ar re a oa assambles ganthan, a ieaz d’he glask. 37 Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan: An holl a zo o klask ac’hanoud. 38 Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet. 39 Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou. 40 Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. 41 Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net. 42 Ha kerkent m’hen doe lavaret kement‐se, al lorgnez a ieaz kuit, hag an den‐ze a oe neteet. 43 Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag‐tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan: 44 Diwall na liviri netra da zen e‐bed; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement‐se da desteni dezhe. 45 Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society